Fañch ar Gioh a oa o chom er Frankezig, e parrez Lokevred, war gribenn Menez Are e-kichenn an Dorojou. E tu ar zav-heol ne weler nemed lanneier ha brug ha reier ; pa zeller ouz tu ar huz-heol avad e weler douarou pinvidig hag eun dremmwel kaer-meurbed, gand at gwez-frouez leun a vokidi en nevez-amzer, hag an eostou et parkeier diniver.
Fañch, eur paotr treud ha seh evel eur gioh, a oa krafer euz e vicher ; beb lun vintin e veze gwelet o tiskenn euz e glud gand eur zah ouz e gostez da lakaad e vinaouedou, eur pakad disglavieriou koz dindan e gazell, eur vaz penn-kamm en dorn all. Gwisket e-giz ar vro, da lavared eur chupenn grohenn-dañvad war e choug gand ar gloan en diavêz, eur bragou berr e lien groz ar vro, - n'ouzon ket hag eñ e veze gwalhet morse, - dalhet en neh gand eur pez ibil keuz ; eur bodreou ler hag eur botou koad gand eur torchad mad a blouz enno.
Al lunvez ma komzan deoh anezañ, a-boan ma oa deuet euz e di ma 'z eas da weled al lasou en-devoa stignet e-pad an noz. Eur hoz konikl a oa en unan euz al lasou. Lakeet e oe al loenig er zah e-touez ar minaouedou ha kant tra all. « Evid hemañ, emezañ, em-bo arhant va lein e Brasparz » ; e soñj e werza e oa, rag en deiz-se e vez marhad er gêr-ze.
Mond a reas war-du ar Run Du, e leh ma klevas eur yar o kana e-touez ar reier braz. « Gounezet he devez ganti, emichañs », ha Fañch war-du ar ganerez. Ne oe ket pell o kavoud an dozvadenn : buan ha buan e hastas da lakaad ar viou er zah gand e gonikl e-touez ar minaouedou ha mil dra all, heb kemer ar boan d'ober ar gont anezo ; hag eñ hag ober an dro vraz da dremen e-biou kêr gand aon beza gwelet gand unan bennag.
Tonton Gregor, o tond euz penn e vern plouz, p'her gwelas o treuzi ar waremm gand kement a bres, en em houlennas petra 'oa war-lerh ar hrafer, rag hemañ a oa boazet da zond en ti da lakaad an tan war e vutun ha d'ober eur pennad marvaillad en eur gemer eur skudellad chistr.
E-pad an amzer-ze ez ee Fañch gand kalz a diz war-du Brasparz, e leh ma vez marhad d'al lun, en eur gaozeal outañ e-unan. « Hizio, emezañ, e rin eun devez mad, rag Doue a zo a-du ganin. » En oll gêriadennou ma tremene drezo eo chomet sebezet an dud ouz e weled ; a-boan ma tigore e henou da lavared « ya » pa veze goulennet outañ ha pres 'oa warnañ. Lod a lavare edo o vond da glask an amiegez, nemed evid piou ? rag dizimez e oa.
En em gavet e Brasparz e tegouezas gand Soar ar Vi, marhadourez viou e Kommana ; setu ma kinnigas e varhadourez dezi. Pa oe digoret ar zah e oa torret al lodenn vrasa euz ar viou hag ar paour-kêz konikl a oa bet lakeet en eur stad divalo gand melen ar viou o tivera dioutañ. Ar viou dibistig a oa ivez er memes stad. Evid mired na vije stlabezet he marhadourez dezi, e-leh teurel ar viou dibistig-se et baner, e oent kontet da Fañch war e zivreh ; ha bremañ ma oa red ober ar priz, e kinnigas Soaz eur priz izel, abalamour ma oa louz ar varhadourez.
Nemed Fañch, tostadenn ha penneg, ne rabate tanfoeltr gwenneg. Eet skuiz o chipotal hag o weled an niver a dud en em zastumet en-dro dezi, e houlennas Soaz eur wech adarre : « Rei a ri anezo ? » Ar respont a oe : « Nann. » - « Ma ! neuze, paotr, e roi anezo evid netra », a lavaras-hi en eur denna an ibil beuz a oa o terhel e vragou en neh. Kerkent e kouezas ar bragou a-blad war e votou, ha setu lostenn e roched o vond en êr gand an avel. Ar paour-kêz krafer a zelle en-dro dezañ gand ar viou war e zivreh o hortoz unan bennag d'hen dizamma evid gelloud sevel e vragou. « Gortoz », eme Soaz ar Vi, « me 'ya da zizamma ahanout », ha kemer ar viou hini hag hini da stlepel dezañ ouz e ziadreñv, ma rankas ar paour-kêz Fañch lezel ar peurrest euz ar viou o chome gantañ war e zivreh da goueza d'an douar, evid sevel e vragou ha klask eun ibil all. Hag an oll da hoarzin en eur lavared : « Ar chas a gavo an alumenn viou-ze da lipad n'o-devo ket ezomm a fourcheteziou evid hen debri. »
« Gweled a ran », eme Fañch, « n'eo ket Doue a oa a-du ganin, nemed an diaoul a oa o c'hoari troiou louz din, hag ouspenn, war a welan, gand an traou laeret ez eus nebeud a hounidigez. »