Brazparz
Soazig : Echu gand Kastellin. En hent bremañ da Venez-Are !
Visant : Ya, deom 'ta, med chom e rankin a-zav e Brazparz.
Soazig : Hañ ya ! Brazparz ! Gouzoud a rez pere eo an tri dra imposubl da Zoue ?
Visant : Ya sur ! Kompeza Brazparz, diveina Berrien, ha diradenna Plouye.
Soazig : Kompeza Brazparz ! E gwirionez n'eo ket eun dra êz, ken diskompez ka ma 'z eo ar vro !
Visant : Emaom amañ e bro ar meneziou pe kentoh e bro an torgennou, evel ma lavarer amañ.
Soazig : Brazparz a gavan eun ano souezus ha diêz da gompren pe n'eus na Plou na Lan na Lok e-béd ennañ.
Visant : Koulskoude eo bet savet gand eur zant euz or bro : Sant Jaoua, a gavim e japel e Plouvien e Bro-Leon.
Gwir eo e rankas tehed dirag fallagriez tud ar menez. Lakaad a reas Sant Tujen en e blas.
Soazig : Sant Tujen ? An honi on-eus bet kavet e bro ar Hap hag a beder a-eneb ar chas klañv ?
Visant : Just a-vad, hag e-neus eur japel ken brao e Prevel e-kichen Gwaien. En eur baseal, greom eur zell 'ta neuze war iliz Brazparz.
Soazig : Eun iliz vrao kenañ eo. Ar re oll a gar an traou kaer ne dlefent ket morse tremen dre amañ heb ober eur zell outi.
Visant : Koulz hag ouz ar halvar a zo en he hichenn. N'eo ket gwall vraz. Pell ema war-lerh Pleiben. Mes, sell ouz an teir maouez e-harz ar groaz. N'eus e nebleh netra heñvel outo. Teir maouez en o zav o tougen korv maro ar Hrist.
Soazig : Tour an iliz a zo eun tour kerneveg gand eur garidou hag eur gambr hebkén evis ar hleier. Mibin ha beget lemm eo gand eun douribell da bignad ennañ.
Visant : N'eus ket kalz a blas da lakaad ennañ eur mell kloh, ha koulskoude e lavarer Kloh bras Brazparz, tour braz Pleiben.
Soazig : Ya, méd ne vez ket lavaret an dra-se nemed evit distagella an teod.
Visant : Gwir eo. An hini a hell lavared dég kwech diouz reñk heb mond a-dreuz gand e deod : Kloh braz Brazparz, tour bras Pleiben, hennez a zo eur maout war e brezoneg.
(Visant Seite, "O pourmen dre Vreiz-Izel", embannet gand Emgleo Breiz, 1998)