Le forum de Brasparts

Bienvenue sur le forum de Brasparts
 
AccueilPortailCalendrierFAQRechercherMembresS'enregistrerConnexion
Juillet 2019
LunMarMerJeuVenSamDim
1234567
891011121314
15161718192021
22232425262728
293031    
CalendrierCalendrier
Sujets similaires
Derniers sujets
news

Partagez
 

 O pourmen e Brazparz gand Visant Seite ha Soazig Paogamm

Aller en bas 
AuteurMessage
Patrice Ciréfice
super posteur
super posteur
Patrice Ciréfice

Nombre de messages : 3411
Localisation : Brasparts
Date d'inscription : 09/02/2009

O pourmen e Brazparz gand Visant Seite ha Soazig Paogamm Empty
MessageSujet: O pourmen e Brazparz gand Visant Seite ha Soazig Paogamm   O pourmen e Brazparz gand Visant Seite ha Soazig Paogamm Icon_minitimeLun 15 Avr - 7:33

Brazparz

O pourmen e Brazparz gand Visant Seite ha Soazig Paogamm Braspa10


Soazig : Echu gand Kastellin. En hent bremañ da Venez-Are !
Visant : Ya, deom 'ta, med chom e rankin a-zav e Brazparz.
Soazig : Hañ ya ! Brazparz ! Gouzoud a rez pere eo an tri dra imposubl da Zoue ?
Visant : Ya sur ! Kompeza Brazparz, diveina Berrien, ha diradenna Plouye.

O pourmen e Brazparz gand Visant Seite ha Soazig Paogamm Braspa11

Soazig : Kompeza Brazparz ! E gwirionez n'eo ket eun dra êz, ken diskompez ka ma 'z eo ar vro !
Visant : Emaom amañ e bro ar meneziou pe kentoh e bro an torgennou, evel ma lavarer amañ.
Soazig : Brazparz a gavan eun ano souezus ha diêz da gompren pe n'eus na Plou na Lan na Lok e-béd ennañ.
Visant : Koulskoude eo bet savet gand eur zant euz or bro : Sant Jaoua, a gavim e japel e Plouvien e Bro-Leon.

O pourmen e Brazparz gand Visant Seite ha Soazig Paogamm Saint_11

Gwir eo e rankas tehed dirag fallagriez tud ar menez. Lakaad a reas Sant Tujen en e blas.
Soazig : Sant Tujen ? An honi on-eus bet kavet e bro ar Hap hag a beder a-eneb ar chas klañv ?

Visant : Just a-vad, hag e-neus eur japel ken brao e Prevel e-kichen Gwaien. En eur baseal, greom eur zell 'ta neuze war iliz Brazparz.

O pourmen e Brazparz gand Visant Seite ha Soazig Paogamm Saint_12

Soazig : Eun iliz vrao kenañ eo. Ar re oll a gar an traou kaer ne dlefent ket morse tremen dre amañ heb ober eur zell outi.
Visant : Koulz hag ouz ar halvar a zo en he hichenn. N'eo ket gwall vraz. Pell ema war-lerh Pleiben. Mes, sell ouz an teir maouez e-harz ar groaz. N'eus e nebleh netra heñvel outo. Teir maouez en o zav o tougen korv maro ar Hrist.

O pourmen e Brazparz gand Visant Seite ha Soazig Paogamm Piata_10

Soazig : Tour an iliz a zo eun tour kerneveg gand eur garidou hag eur gambr hebkén evis ar hleier. Mibin ha beget lemm eo gand eun douribell da bignad ennañ.
Visant : N'eus ket kalz a blas da lakaad ennañ eur mell kloh, ha koulskoude e lavarer Kloh bras Brazparz, tour braz Pleiben.

O pourmen e Brazparz gand Visant Seite ha Soazig Paogamm Cloche10

Soazig : Ya, méd ne vez ket lavaret an dra-se nemed evit distagella an teod.
Visant : Gwir eo. An hini a hell lavared dég kwech diouz reñk heb mond a-dreuz gand e deod : Kloh braz Brazparz, tour bras Pleiben, hennez a zo eur maout war e brezoneg.

(Visant Seite, "O pourmen dre Vreiz-Izel", embannet gand Emgleo Breiz, 1998)
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur http://gw4.geneanet.org/index.php3?b=padraig1
 
O pourmen e Brazparz gand Visant Seite ha Soazig Paogamm
Revenir en haut 
Page 1 sur 1
 Sujets similaires
-
» O pourmen e Brazparz gand Visant Seite ha Soazig Paogamm

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
Le forum de Brasparts :: Espace Association :: sauvegarde du patrimoine-
Sauter vers: